Berlin ar Reter

Takadoù aloubiñ Berlin goude an Eil Brezel-bed. E ruz emañ Berlin ar Reter
Banniel Berlin ar Reter
Skoed-ardamez Berlin ar Reter

Berlin ar Reter (alamaneg : Ost-Berlin) a oa anv lodenn reter Berlin etre 1949 ha 1990. Klotañ a rae gant takad aloubiñ ar Soviediz evel ma oa bet savet e 1945, da lavaret eo 45,6 % eus gorread kêr. An tri zakad all (hini an Amerikaned, hini ar Saozon ha hini ar C'hallaoued) a yae d'ober Berlin ar C'hornôg, hag a oa un enklozadur eus BRD en Alamagn ar Reter. E 1989 e oa 409 km² gorread Berlin ar Reter, hag 1 279 212 annezad a oa enni (stankter : 3 127, 7 annezad/km²). Pa voe krouet DDR d'ar 7 a viz Here 1949 e voe lakaet Berlin ar Reter da gêr-benn, hag e 1952 e teuas da vezañ unan eus ar 15 Bezirke (distrigoù) aozet gant ar gouarnamant da gemer plas ar 5 Land a oa a-raok. Etre an 13 a viz Eost 1961 hag an 9 a viz Du 1989 e voe dispartiet Berlin ar Reter diouzh Berlin ar C'hornôg gant Moger Berlin. Gant gouarnamant DDR e veze anvet "Berlin" pe "Berlin, Hauptstadt der DDR" (Berlin, kêr-benn DDR). Lavaret e veze ivez "Takad demokratel" betek ar bloavezhioù 1960.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search